top of page
HISTORIQUE

SONEREZH BREIZH A-VREMAÑ

Kerdin ha mouezhioù, un kan-ha-diskan qui chante les histoires de notre temps.

Gwriziennet eo EBEN e hengoun ar c'han ha diskan, livet gant sonerezh a-vremañ, nerzhus met delikad, sublimet ar c'han a drugarez d'ar c'herdin. Pozioù an album gentañ a zo bet awenet gant tem an allded, hag awenet anv ar strollad diwarnañ.

Goude bezañ roet mouezh d'ar re wasket ez a bremañ ar c'hwec'h arzour war zu tem an dinaskañ.

Eben6-GuillaumeAyer (1).jpg

Crédit photo : Guillaume Ayer 

KROUIDIGEZH DINASKAñ

Gant DINASKAÑ e sav ar strollad goulennoù ouzh an normoù sokial, ar gevredigezh gozh, evit lakaat ar rakvarnioù da grenañ.

DINASKAÑ, anagramm DISKANAÑ a zeu 'vel d'ur respont d'ar redioù niverus a lak ac'hanomp da vezañ doare-mañ doare er bed-mañ.

Setu, a-dreuz mouezhioù kounnaret al labourerezed uzin, betek huchadenn ar sorserez barnet fall, e kejont gant un dañserez bliv, ur beajour leun e benn a huñvreoù... Ar c'han hag an diskan a ziviz kenetrezo, o gwiadiñ liammoù etre an amzer dremenet hag an dazont.

Arz ar c'han hengounel en em vesk gant startijenn ar strollad, pediñ a reont an arvesterien da gemer perzh en ur veaj etre hirnezh ha stourm, daeloù levenez ha takennoù spi.

Sterenn DIRIDOLLOU, Marine LAVIGNE, Sterenn LE GUILLOU : Kan

Jonathan DOUR : alto

Antoine LAHAY : gitar daouzek kordenn, gitar tredan

Julien STÉVENIN : Gourrebed

Meskañ : Antonin VOLSON

Skeudennoù : Loic LOEW

Kensevennet gant Naïade Productions hag Amzer Nevez

Albom gentañ

EBENvisuel.jpg

Albom gentañ EBEN a zo deuet maez e kerzh festival Yaouank e Roazhon e miz Du 2019.

Adkavit anezhañ er stalioù hag amañ !

Enora JEGOU, Marine LAVIGNE, Sterenn LE GUILLOU : Kan

Jonathan DOUR : Alto

Antoine LAHAY : Gitar 12 gordenn ha gitar tredan
Julien STÉVENIN : Gourrebed

Alioù arzel, management,

den e karg Gouelioù Etrekeltiek an Oriant : Thomas MOISSON

Enrollañ ha meskañ : Antonin VOLSON

Graferezh : TNV design

Eben a zeu eus a bell-vro, degas a ra ur sell nevez war hor sevenadur hag hon endro. He sell a zo hor melezour, e-tal dezhañ en em rentomp kont eus hor perzhioù heverk ha boutin, eus hor disheñvelder hag hon heñvelder. Ganti e tizoloomp hor ribinoù deomp-ni hag an hentoù treuz a dapomp holl. Eben a sav goulennoù ouzh hon identelezh, pinvidikaat a ra anezhi, reiñ a ra un tamm Diouti hag a zeu da vezañ ur perzh Diouzhomp.

Eben a zo stumm benel Egile. An "eil jener", an hini a glever hec'h istor kontet gant mouezhioù paotred, evel Keben ha Dahud, maouezed galloudus bet lakaet da berc'hourezed pe sorserezed. Er bladenn-se hon eus bet c'hoant reiñ da glevet ar Re All : ar maouezed, an divroidi, ar minorelezhioù, ar pobloù kentañ hag an Douar zoken, ar boudoù mut-mañ a glever ral a wech, en ur yezh a glever ken nebeut all.

EBEN - hoN ISTOR

Eus "New Leurenn #3” da EBEN

D’an 10 a viz Eost 2018, e ginnigas Gouelioù Etrekeltiek an Oriant trede rummad krouidigezh “New Leurenn”, lec’h ma vez kinniget da arzourien yaouank labourat gant tud a-vicher a-benn krouiñ asambles ur sonadeg sonerezh Breizh a-vremañ.

 

Jonathan DOUR (Denez Prigent, Dour/Le Pottier 4tet…), paeron ar grouidigezh-se a ambrougas un driad kanerezed yaouank : An Teir (Enora JEGOU, Marine LAVIGNE, Sterenn LE GUILLOU). Stummet e oant bet o zeir gant Louise EBREL pa oant c’hoazh skolajiadezed.

E fin ar bloazvezh 2017 e voe skrivet « Betek an Trec’h” gant Marine, kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018.

Kement-mañ a verk eviti deroù ar skrivañ pozioù e Brezhoneg a gendalc’h ‘ba NewLeurenn#3.

 

Gant Jonathan Dour eo bet dibabet daou soner brudet all da vont da glokaat ar strollad : Antoine LAHAY (Denez Prigent, Dièse 3…), e gomper a viskoaz gant ar gitar tredan hag ar gitar 12 kordenn, hag e vignon Julien Stévenin (Startijenn, Istan Trio…) gant ar gourebed.

 

Ken mat eo tremenet an traoù kenetrezo, eo bet divizet gant an arzourien hag ar FIL lakaat da bad ar strollad : setu ganet EBEN.

Tro-kaer skosat (2019 - 2020)

Kerdin ha mouezhioù ar c’hwec’h arzour a zasson e Breizh hag en tu all d’he harzoù zoken, rak erruet eo  o son betek divskouarn Fiona DALGETTY, renerez ar festival Fèis Rois, ha ne c’heller ket mont e biv dezhañ e bed ar sonerezh gouezelek. Setu he da vont da welet Gouelioù Etrekeltiek an Oriant evit kinnig ur grouidigezh etre c’hwec’h arzour skosad hag Eben.

 

E miz Mae 2019, ez a ar Vreizhiz d’ar festival Fèis Rois e Ullapool d’ober anaoudegezh gant an trio kanerezed SIAN (Eilidh CORMACK, Ceitlin LILIDH, Ellen MACDONALD) hag a gan kanaouennoù e gouezeleg skrivet gant maouezed, hag un trio sonerien anavezet mat : Duncan CHISHOLM (violoñs), Jarlath HENDERSON (fleüt, uillean pipe) ha James ROSS (piano). 

 

E miz Eost deus ar memes bloavezh e tremen an arvest gentañ, e-doug un nozvezh arnev en Oriant, e-lec’h ma tihun an hud etre an daouzek arzour. Ar scottish a ra anaoudegezh gant ar gavotenn, ar Pennoù-Sardin en emsav a-unvan gant labourerezed Enez Skye, ar brezhoneg a zarempred hardiz gant ar gouezelek skosat, ha douget an hollad gant riklañ ar c’herdin ha nerzh an avelioù. 

 

Deus an div ez eont da deir, EBEN a zistro da Vro-Skos e miz Genver 2020 evit pazenn diwezhañ o c’hrouidigezh, hag a echu war an ton bras gant ur sonadeg e City Hall Glasgow, e-pad ar C’heltic Connections. 

 

Etre an div sonadeg e enroll EBEN he fladenn gentañ e studio Antonin VOLSON e Langolan. Dont a ra maez an 23 a viz Du 2019 e-pad fest-noz meur Yaouank e Park Diskouezhadegoù Roazhon.

Un hentad nevez (2020 - bremañ)

Awenet gant an eskemm gant ar Skosiz e loc’h EBEN davet un hentad nevez a-benn ledanaat o doareoù da seniñ.

Cheñchamant bras kentañ : erruet Sterenn DIRIDOLLOU, steredenn ar vro Plinn ha diskipl kozh Marcel GUILLOUX, a-benn erlec’hiañ Enora JEGOU e kerzh ar bloavezh 2020. Lañset EBEN war heñchoù nevez da ziorren doareoù all da lakaat ritmou Breizh da seniñ ha da labourat war ur sonadeg.

Kejañ a ra ivez EBEN gant skipailh Naïade Productions a-ginnig dezho tizhout arvesterien a bep-seurt e Breizh hag e lec’h all (Eurofonik, Les Traversées de Tatihou, Folk Nacht Ettlingen…).

 

Ambrouget eo bet an driad kanerezed gant Marthe Vassalo e kerzh penn kentañ ar bloavezh 2021, hag ar strollad a-bez da heul a-benn prientiñ ar sonadeg nevez-se. 

 

An adneveziñ-mañ en deus lakaet ar c’hanerezed da ziorren gouiziegezhioù nevez war ar c’han hengounel, da vestroniañ gwelloc’h o venveg kan ha da arnodiñ un doare nevez da selaou. Ar sonerien o deus bet tro da gavout plas evit diorren ur son sutiloc’h eget hini ar festoù-noz.

 

Hanterenn gentañ ar bloavezh 2022 a zo bet merket gant perzhiañ Sterenn, Marine ha Sterenn (izili ar strollad AHEZ) en Eurovision asambles gant ALVAN, gant ar ganaouenn benelour “Fulenn”. Goude-se e krog EBEN da sevel o arvest nevez DINASKAÑ, kenbroduet gant Naïade Productions hag Amzer Nevez.

 

Crédit photo : Guillaume Ayer 

Mont e darempred

Sonadegoù / Etrevroadel

Naïade Productions 

prod@naiadeproductions.com 

02 99 85 44 04

Festoù -noz /Balioù

 

Jonathan DOUR

jonathandour@gmail.com

06 86 16 55 36

CONTACT
bottom of page